Plijadur : ur blaz merc’hed er skrivañ

Revue de site publié le 14/12/12 23:54 dans Media et Internet par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/28/28521/28521_1.jpg

Ur blog nevez, gant skeudennoù, skridoù ...pedet e Taol Kurun sur a-walc'h a-benn nebeut !

«Skrivañ, e brezhoneg, un dra n'eo ket bet skrivet james e dornlevrioù ar skol, ha ne vez ket lavaret morse gant an dud zoken, gant ar re yaouank e karantez gant unan bennak, dre ziouer a skiant-prenet, a draoù bevet… sapre klaoustre !

Ouzhpenn da se, seurt lennegezh… skrivet gant merc'hed ? Anais Nin, Virginia Woolf, ya, met e bedig bed ar brezhoneg ? Ninnog gant Ar forzhioù a gomz ? Goulwena gant he zeulfilm Korf ha Korf ? Afer ar baotred eo al lennegezh vrezhonek, ha poent eo cheñch penn d'ar vazh, evel e bro Euskadi, 'giz ma oa bet lavaret n'eus ket pell zo gant Miren Aterxte 'ba Karaez. Strafuilhet gwazed Euskariz o welout merc'hed trec'h e Bertsulari, o skrivañ muioc'h-mui en o yezh, ha diwar-benn o bed dezho…

Daou vignon din a lavare e vefent prest da zeskiñ brezhoneg ma c'hallfent c'hoari koukou e brezhoneg. Arguzennoù toull ? N'eo ket sur… Pa vez mesket plijadur, traoù hiniennel-tre, gant ar brezhoneg, n'eo ket mui yezh ar skol, al labour, ar striv, met yezh ar blijadur...

Ha just a-walc'h eo « plijadur » anv al lec'hienn-mañ. Plijadur digoust, ekologel, simpl : plijadur ar c'horf hag an ene. Ha fent ivez, dre ret. Karantez ha plijadur, etre ur plac'h hag ur paotr, etre div blac'h, plijadur o lenn hag o skrivañ, oc'h eskemm hag o c'hoarzhin…

Plijadur deoc'h, lennerezed ha lennerien gaer neuze !»

evit gouzout hiroc'h ; (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 0 ?