Skouarnig, ur vargodenn da souten diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata

Produit publié le 14/12/12 16:14 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo
https://abp.bzh/thumbs/28/28516/28516_1.png

Setu Skouarnig, an neñneñ-margodenn brezhoneger ! Krouet eo bet an dudenn-mañ gant kevredigezh Divskouarn evit aesaat treuzkas ar brezhoneg er magourioù, gant ar magerezed met ivez er familhoù ! Ijinet ha gwriet eo 100 % e Breizh gant embregerezh ELB Kemper : 06 83 12 29 81. Savet eo diwar logo Divskouarn bet savet gant stal Comes design eus Roazhon : (voir le site)

O profañ Skouarnig e harpit kevredigezh Divskouarn war an dro. Servijout a raio an arc'hant rastellet da glokaat budjed hor valizenn bedagogel ha vo roet evit netra d'an dud a vicher a labour gant ar brezhoneg. A-benn un nebeut mizioù, e vo skignet alioù ha doareoù ober evit gouzout ober gant Skouarnig da dreuzkas ar brezhoneg d'ar re vihan.

Da brenañ eo Skouarnig e burev Divskouarn, 12 straed ar Marn e Lesneven (9e00-5e00 gm).

Gallout a rit ivez urzhiañ anezhañ dre stal hol lec'hienn : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 2 ?