Ur romant hir, fentus ha sirius war-un-dro evit Nedeleg

Présentation de livre publié le 12/12/12 16:32 dans Société par Tepod Gwilhmod pour Emglev An Tiegezhioù
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28483/28483_1.jpg
An Tad Gwazdoue hag e strakell

Emañ IMBOURC'H, ti-embann Emglev An Tiegezhioù o paouez embann romant Youenn Olier :

Poanioù Spered an Tad Gwazdoue

Setu aze ur romant hir, 300 pajennad e brezhoneg - n'eus ket kalz en hor yezh - gant Youenn Olier, ur skrivagner marvet 8 vloaz 'zo hag a zo puilh e skridoù.

An istor :

Hanter-kant vloaz 'zo, war e wele e klinikenn Kerlena Roskov, e skrivas Youenn Olier e romant kentañ, dres d'ar mare ma oa birvilh en Iliz ha ma voe igoret Sened-Meur Vatikan II e Roma.

Ur c'helenner war ar brederouriezh, an Tad Gwazdoue, eo an dudenn bennañ. Kelenn a ra en ur skolaj prevez a Vro-Wened. Mouget e vez dezhañ etre mogerioù uhel ar skolaj-se. Klask a ra an dro da c'hellout ober troioù er-maez eus e skolaj gant e reolennoù strizh a drugarez d'ur … strakell. An Tad Prefed - an Tad Bleiz -, a glasko lakaat e gabestr warnañ…, hag ar soubenn a drenko da vat etre an daou veleg.

War zigarez un romant leun a fent evel m'henn diskouez talbenn al levr e-unan, e taolenn Youenn Olier doare an Iliz d'ar poent-hont, en em gave etre daou ved : hini ar gevredigezh plouezat kristen a viskoazh o tizeriañ, hag hini ar gevredigezh kêrel dizoue, deuet diwar Filozofed an Sklêrijennoù... Diskouez a ra eta penaos edo an Iliz 50 vloaz 'zo, hag ar c'hemm ez eus bet er bloavezhioù tri-ugent-se.

Poanioù-Spered en deus an Tad Gwazdoue gant e vrokadennoù hag e c'hoantoù bugelel un tamm, dister ha farsus war-un-dro. Gant piv ez aio ar maout, gant ar “Bleiz” pe gant an “Oan” ?...

300 pajennad, 18,50 € franko

Kas ho chekenn war anv IMBOURC'H da :

Yann MIKAEL, 12 straed René Giraud 44130 BLAEN


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024
An Tad Gwazdoue!

Kalz gwelloc'h eo evit an Tad Nedeleg !

Un añv-familh eo ivez e-barzh ar vro. Yann Gwazdoue e Breizh, n'emañ ket eñ tudenn a vojenn mes añv gwir den pe zen.
Pa welan kavadenn seurt-se e teu din al lorc'h rak hon yezh ken brav!

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.