Kenavo Ivon !

Rapport publié le 8/12/12 20:04 dans Histoire de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
von_craff.mp4

Interet oa bet Youenn Kraff disadorn e bered Bei

Bannieloù Breizh dirak iliz Bei leun chouk, ha kan broadel Breizh evit ur broadelour, yezhour, o kenlabourat ingal gant ur bern kazetennoù hag aozadurioù e Breizh hag e broioù keltiek.

Evit Taol Kurun eta, e oa deuet gant Noemie ar Bris, Roger Stephan ha Roland Peron da c'hoari sketchoù farsus e brezhoneg ar vro, gant ar strollad «Lapoused Kervarker».

Kentelioù noz, adembannadur «Mouezh Kerne», levr gant brezhoneg Skaer, e hini (ganet e Skaer e 1925), a oa bet graet gantañ. Troet en doa ivez pezh c'hoari «Kurunennoù ar rouanez», c'hoariet ar bloaz paseet er festival dirak 500 a vugale hag a dud deuet. Ne oa ket un den aes da zaremprediñ, un dra sur. Ur stourmer e oa, anat, ha gouestlet en doa al lodenn vrasañ eus e vuhez d'ar brezhoneg gant un nerzh divent ha disehan.


Vos commentaires :
Per LE MOINE
Jeudi 26 décembre 2024
Gant e labour dispar evit Breizh hag ar brezhoneg eo bet , a dra sur , ur skouer evit an holl vretoned . Sonjal a ran eo bet Y.V.Perrot e dor baradoz ar Gelted evit degemer anezahan . kenavo , va mignon . PER LM

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?