Europa a vo tem saloñs levrioù Breizh e Karaez er bloaz a zeu.

Communiqué de presse publié le 7/12/12 14:30 dans Cultures par Marie-Josée Christien pour Marie-Josée Christien
https://abp.bzh/thumbs/28/28430/28430_1.jpg

Festival levrioù Breizh e Karaez

War anv Europa e 2013

Europa a vo tem saloñs levrioù Breizh e Karaez er bloaz a zeu.

Dalc'het e vo da-geñver dibenn-sizhun miz Here (26-27) 2013. Spered Europa a vo e-kreiz ar gaoz enta evit ar 24e gwech ma vo dalc'het ar festival hag a gloto rik gant « bloavezh europat ar geodedourien » lakaet da vezañ e 2013 gant Kengor Europa.

Viviane Reding, besprezidantez Europa e karg eus ar reizhded hag ar geodedourelezh he deus lavaret evit an degouezh : « Tro gaer e vezo bloavezh europat ar geodedourien evit degas dezho da soñj ar gwirioù o deus trugarez da Unaniezh Europa hag ar pezh a c'hall honnezh ober evit pep hini ac'hanomp ».

Klaoustre e ouezo aozourien an erzerc'had pouezus-se evit al levrioù hag al lenn ober o mad eus an degouezh evit ober anv eus traoù evel kaougantadur karta ar yezhoù, adunanidigezh Breizh pe ar gwir d'ar pobloù d'emsavelañ…

Tro e vezo ivez moarvat da vreutaat diwar-benn peseurt Europa zo c'hoant da gaout : Europa gant pe hep he c'hant banniel, Europa an arc'hant pe Europa sokial he sevenadurioù lies ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?