Aet eo Youenn Kraff da anaon

Dépêche publié le 5/12/12 22:17 dans Nécrologie par Tepod Gwilhmod pour Emglev An Tiegezhioù
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28420/28420_1.jpg
Youenn Kraff e Gwened (Tro Breizh 2000)

Aet eo Youenn Kraff da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu. Anavezet eo evit bezañ stourmet evit an oferennoù brezhonek goude Vatikan II e tolead Kemperle gant luskad "Iliz ha Breizh", ha dreist-holl evit eñvor an Aotrou Perrot, abostol "Feiz ha Breizh" e Skrignag : unan eus diazezerien "Unvaniezh Koad Kev" e oa e 1957, ha prezidant "Mignoned Feiz ha Breizh".

Dres a-walc'h, di sul a zeu e Skrignag da 12 eur en doa aozet un emgav da eñvoriñ 69vet Deiz ha bloaz drouklazh an Aotrou Perrot dirak kroaz e verzherinti, gant ar soñj da lezel e garg er gevredigezh dre ma ouie e oa klañv-dibare.

Doue da bardono d'an Anaon.