Abadenn geginañ e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 29/11/12 11:35 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/28/28344/28344_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28344/28344_2.jpg

Setu un doare vat da entreal miz Kerzu gant douster : an abadenn geginañ kinniget gant Katell Leon evit Kentelioù an Noz.

An eil abadenn-mañ a zegouezho disadorn d'ar 1añ a viz Kerzu e Sant-Ervlan. Ar chomlec'h resis a vo roet d'ar berzidi. Deuit da geginañ en un aergelc'h degemerus!

E-pad an abadenn gentañ hor boa fardet meuzioù Halloween. Ha pegen lipous e oa! Grit buan evit lakaat hoc'h anv evit an eil abadenn, peogwir ne chom nemet un neubeud plasoù! An abadennoù keginañ ne c'hoarvezh nemet un nebeud gwezh er bloavezh, ret eo profitañ!

Kregiñ a raio ar gentel da 11e, hag echu a raio tro-dro 3e goude fin ar pred asambles.

Enskrivadur ret araok digwener kreisteiz, kit e darempred gant Kentelioù an Noz. Koust a ra tro-dro 7€ an abadenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?