Beilhadeg kontet e brezhoneg

Agenda publié le 21/11/12 14:45 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

D'an 23 a viz Du e vo aozet gant Kentelioù an Noz ur veilhadeg kontet e brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur. Un darvoud simpl ha degemerus tro-dro ar gontadenn hag ar c'hanañ, evit an holl.

Ar veilhadeg a zo aozet e framm ar Beilhadegoù Kontet e Breizh, kenurzhiet gant an Institut Culturel de Bretagne.

Kregiñ a raio da 8e noz, e 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan, gant Armand Tosser, Yann-Bêr Quirion, ha tud all. Kontet, kanet, sonet ha lennet e vo e-kerzh an nozvezh... Ar muiañ a dud a vo evit kemer perzh, ar gwellañ e vo an nozvezh.

Digor eo d'an holl o defe plijadur o tont ha kontañ pe kanañ, ha/pe dont da selaou. Digoust hag hep enskrivadur.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?