An ORIANT — Cheñchet o deus penn d'ar vazh !
Micher, yezh, bro, mod bevañ... Meur a dest en em gavo war plato Bec'h De'i evit displegañ perak ha penaos o deus divizet cheñch penn d'ar vazh, krak-ha-krenn.
Sonerezh gant Morwenn ha Hardell.
Dvd : Daet eo genin ! Embannet gant Kerlenn Sten Kidna a-benn sikour an deskarded da gompren gwell ar brezhoneg komzet.
Levrioù : «Bien prononcer le breton d'aujourd'hui», pennad-kaoz gant Jean-Claude Le Ruyet. Ha kronikenn Christian Le Meut.
Abadenn e brezhoneg, war-eeun deus Tavarn ar Roue Morvan, ha digor d'an holl (evit netra).
Ha war Brezhoweb da 8e30 : (voir le site)
■