An Diorren Padus mat e Breizh a rank doujañ d’ar brezhoneg

Produit publié le 18/11/12 21:14 dans Environnement par Tepod Gwilhmod pour Emglev An Tiegezhioù
t:2
https://abp.bzh/thumbs/28/28245/28245_1.jpg
Ur pegsun brezhonek da zeskiñ didoueziañ mat an dilerc'hioù
https://abp.bzh/thumbs/28/28245/28245_2.jpg

Dre ma ra skouarn vouzar Kumuniezh Komunioù Landerne-Daoulaz ouzh an divyezhegezh, en deus moullet Emglev An Tiegezhioù (E.A.T.) en he flas pegsunioù divyezhek evit ar poubellennoù melen. Mat int evit forzh peseurt korn a Vreizh, da ziskouez penaos didoueziañ an dilerc'hioù : gouzout petra a ranker lakaat et boubelenn velen ha petra na ranker ket lakaat. Kalz e vez anv dre holl eus « Diorren Padus » met er pleustr pa ne bouezer ket warno, ar strollelezhioù foran a ra dre vras skouarn vouzar. Aï 'ta a ra manifestadegoù da c'houlenn traoù 'zo, hag an Ofis a zo aze da sikour an aozadurioù piblik ha prevez da reiñ he flas d'ar yezh. EAT a gav dezhañ ez eus tu da ginnig da bep hini obererezhioù pleustrek-tre da gas an traoù war-raok, oc'h implij an tammig frankiz a vez gant pep hini. Pegsun ar poubellennoù melen a zo unan anezho : ma fell deoc'h kaout unan, kasit 'ta tri euro e stumm timboù pe ur chekenn da EAT Kergreven 29800 Trelevenez.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024
Dispar kement-se !

Gwir eo e tleer lakaat an araokadennoù broadel da vout tapet war an tomm a-benn lakaat hon yezh da vont war-raok a-wezhioù. Ur wezh graet an traoù n'o deus ket ar pennoù bras nemet d'o gwiriekaat Kement-arall, Stourm Ar Brezhoneg her grae, Ai'ta her gra ha ni her grafe gant ho skritell ivez...

Ra raio berzh obererezhioù a seurt gant ar re-se !

Dav din ouzhpennañ ez eo divyezhek lod eus «skritelloù melen» Kumuniezh Kumunioù Kreiz-Breizh evelkent.

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.