Ar strollad Lang Du pedet gant Kevredad Olmix e Pondi

Compte rendu publié le 17/11/12 10:17 dans La diaspora par Le Fol Jacques pour Le Fol Jacques
https://abp.bzh/thumbs/28/28224/28224_1.jpg

Pedet gant kevredad Olmix evit bevaat nozvezhioù e kerzh simpoziom (Miz Gwengolo 2012)

gouestlet da implijoù uhel deknologiezh ar bezhin, strollad Lang Du a zo meur a wech deuet war al leur e bro Bondi.

Goude pourchasoù a oa bet taolet evezh mat waro e-pad Gouel Etrekeltiek an Oriant (Dorioù Annam) ha goude se e pad gouelioù Kleg, strollad sonerezh teuz Breizh Vietnam en deus roet da vezan bamet da lod a arvesterien hag a oa saouzanet gant sonioù a gevred evit ar gwellañ biniaou sonerezh ha sonioù hengounel eus Vietnam hag eus Breizh.

Dispar o tisplegan kanaouennoù hengounel bro Wened kanerezh ar strollad he deus lakaet an arvesterien dindan kazel dre reizhded an tonioù, he milzinded hag he breou.

Ouzhpenn 600 dileuriad, muian niver anezho gouizidion o tont eus ouzhpenn 50 bro o deus kemeret perzh er simpoziom hag a raio perzh evit pezh a sell ouzh komprenezon dudi skiantel hag armerzhel bevdolz ar mor e Breizh ha dre ar bed.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?