Degemer un Dileuriadur Labourerien Douar ha Saverien Loened Enezenn Ar Reunion

Compte rendu publié le 17/11/12 10:16 dans La diaspora par Le Fol Jacques pour Le Fol Jacques
https://abp.bzh/thumbs/28/28223/28223_1.jpg

D'ar Gwener 9vet a viz Du ez eo bet degemeret gan KBBV, Kevredigezh Bretoned Bro Vietnam, un dileuriadur labourerien douar ha saverien moc'h eus enezenn “ar Reunion” e touez anezho un toullad a Vretoned divroet war an enezenn se.

Goude bezan selaouet ouzh un displegadenn e preti La Plancha gant Nicolas Guillaume darempredad “Bretagne Commerce International” diwar benn labour douar e bro Vietnam, Bretoned ha Reunioniz a zo en em gavet en Ti krampouezh, straed Le Thanh Ton, evit ur pred a blijadur. Sonadeg gant strollad Lang Du, sonerezh teuz Breizh ha Vietnam. Lidet war ul leve a from uhel an abadenn a zo bet peurechuet gant ur Vro Gozh hag a zasson er straedoù district kentañ Saigon c'hoazh.

Tu a vo da Vretoned Saigon d'en em gavout adarre d'an 30vet a viz Du evit degemer un dileuriadur saverien loened eus Breizh, bleniet gant dileuridi genwerzhel strollad Triskalia.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?