BREZHONEG E TI DEPARTAMANT LANNUON !

Dépêche publié le 9/11/12 21:39 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:2
https://abp.bzh/thumbs/28/28095/28095_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28095/28095_2.jpg

Dec'h beure e oa ouzhpenn 20 den, stourmerien Ai'ta ! ha sitoained Lannuon ha pelloc'h en Treger, bodet dirak chanter Ti an Departamant e Kervaria. Ur goulenn groñs gante : ma vo doujet ouzh ar brezhoneg er servijoù publik nevez-se !

Daoust ma oa pedet Claudy Lebreton d'en em gavout gant ar strollad orañjez eo Vincent Le Meaux, kuzulier kanton Pontrev, a zo deuet da doullañ kaoz e anv ar c'huzul-meur. Ha hemañ da zislavaret ar pezh a oa bet skrivet gant e brezidant en e respont da Ai'ta ! Ya, posubl eo ma vefe staliet panelloù en div yezh par-ouzh-par ha lakaet war-wel an implijidi vrezhonegerien. Sed ar pezh en deus prometet difenn dirak e genseurted e Sant Brieg bepred !

Dirak an holl dud hag ar mediaoù en deus asantet d'un emgav all ac'hann da fin ar bloaz evit gwelet asambles penaos e tro an traoù. Gortoz pell, gortoz gwell neuze ! Ma wel tud Ai'ta ! n'a ket an traoù war-raok e vefont prest da blantañ e-barzh adarre. War un ton all, a-benn ar wech all...


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.