AI'TA ! EN LANNUON AR SIZHUN-MAÑ !

Communiqué de presse publié le 3/11/12 16:16 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28017/28017_1.jpg

Ar strollad Ai'ta Treger a stourm evit difenn ar brezhoneg ha kas anezhañ war-raok. Un emvod-kinnig a vo d'ar Meurzh 6 a viz Du en ostaleri Ar Valserezed da 7 eur 30 noz, ha gant an emvod-se e vo moaien da anavezout gwelloc'h ar strollad, ha da c'houzout petra eo e balioù hag e oberoù, ha penaos ez a en-dro. Digor eo an emvod-se d'an holl, d'an dud yaouank ha d'an dud kozh, d'ar vrezhonegerien koulz ha d'ar re ne oaront ket anezhañ...

E-kerzh an emvod-se e vo kaozeet ivez deus ar vanifestadeg kentañ a vo graet ganimp. N'eus ket pell zo 'mamp goulennet gant Kuzul an Departamant peseurt plas a vo roet d'ar brezhoneg e Ti an Departamant e Lannuon, a vo digoret a-benn nebeut. Ar C'huzul 'neus respontet ac'hanomp eo-eñ tomm deus sevenadur Breizh, ha koulskoude e lavar dimp e ranko pannelloù an Ti-se bezañ heñvel da welet deus pannelloù ar servijoù-departamant all, da lavaret eo e galleg nemetken (Sellet ouzh al lizheroù stag). Goulennet 'mamp ivez hag-eñ e vo moaien da gaozeal brezhoneg d'an implijidi, ha 'meump bet respont ebet.

Lavar-dislavar eo ar respont-se d'hom soñj, ha se zo kaoz 'meump divizet pediñ Claudy Lebreton, prezidant Kuzul an Departamant, hag an holl guzulierien-departamant ivez, da dont da gavout ac'hanomp d'ar Yaou 8 a viz Du adalek 11 eur dirak Ti an Departamant e Lannuon. Evel se e vefomp kat da evañ ur bannac'h kafe tomm ha da gaozeal asambles, hag e c'hellfomp displegañ ervat peseurt plas a fell dimp e vefe roet d'ar brezhoneg er vuhez foran.

Kement hini 'neus c'hoant da souten ar brezhoneg a c'hallo dont ivez, evel just !

Deuomp niverus da gas hom yezh war-raok neuze !

E-mail : ai.ta.treger@gmail.com / Lec'hienn internet : (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.