Levr pladenn Sonerezh klasel Breizh

Présentation de livre publié le 30/10/12 16:30 dans Cultures par Philippe Argouarch pour ABP
t:0

E-keit ha ma oa Nevezamzer ar pobloù o tihuniñ Europa e-kerzh an XIXvet kantved e ra ar Vretoned o mad eus o sevenadur evit sevel un oberenn dibar, diwan ur skol sonerezh vreizhek... Kinnig a ra al levr-pladenn-mañ poltred unnek sonaozour a-bouez en Istor Breizh.

Mikael Bodlore-Penlaez a zo ur skrivagner hag ur c'hartennour anezhañ. Plijout a ra dezhañ skignañ e garantez evit e vro, Breizh, e kement doare a zo. Gant Divi gKervella, troer al levr-pladenn-mañ, en deus kaset da benn Atlas de Bretagne / Atlas Breizh nevez 'zo. Oberour ha skeudennour al levr-mañ eo.

Aldo Ripoche a zo ur gaolvioloñsour anezhañ ha rener sonerezh en Akademiezh Paol ar Flemm savet e 1997 gantañ evit un darn. Plijout a ra dezhañ ar c'hejañ sonerezh ha labouret en deus kalzik gant Yann-Fañch Kemener. Ezel eo eus L'instant en Trio en deus sonet pezhioù al levr-pladenn-mañ. Kenurzhiet eo bet gantañ an dibab tammoù sonerezh evit an oberenn-mañ.

• Divyezhek brezhoneg / galleg

• E liv penn-da-benn, Aezet da lenn evit an holl

Gwelet (voir le site)

• 1 levr + 1 bladenn

• skeudennoù

• 92 bajenn ; ment 14 x 25 cm

• 19,90 €


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.