Dr Jekyll ha Mr Hyde embannet gant Aber

Produit publié le 25/10/12 11:35 dans Cultures par Erwan ar Menn pour Éditions Aber
t:0

Dr Jekyll ha Mr Hyde, Robert Louis Stevenson, romant - troidigezh gant Pierrette Kermoal

"Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde", a anzav ur wech an Dr Jekyll d'e vignon an noter Utterson.Penaos e c'hell Jekyll, brudet e kêr ha doujet evit e ouiziegezh hag e vadoberoù, kaout damant d'un hailhevod evel Hyde ? Ha perak ?

Dre vignoniezh koulz ha dre guriusted, e vo kaset Utterson da ren ur gwir enklask polis evit diskuliañ ar c'hevrin a liamm an Dr Jekyll ha Mr Hyde.

Robert Louis Stevenson (1850 -1894) en deus savet oberennoù niverus-kenan. E-touez ar re anavezetañ emañ The Strange Case of Dr Jekyll and Mr Hyde (1886), hag ivez Enez an Teñzor, displeget e brezhoneg gant Yeun ar Gow.

115 p., 14x20,Here 2012 - ISBN 978-2-916845-18-0 - Priz : 12€.

D'an 27-28 Here e vo Aber Gouel al Levrioù e Karaez, ma sino an aozerion o oberennoù.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.