Un DVD evit mont araok get ar brezhoneg

Produit publié le 24/10/12 15:50 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/27/27876/27876_1.jpg

Kinnig a ra Kerlenn Sten Kidna amañ ur benveg nevez evit monet àr-raok get ar yezh. E bal pennañ a zo gwellaat ar c'hompren dre selaou. An DVD-mañ a vo talvoudus da razh an deskidi adalek al live A2 (Portfolio DAO), betek ar re a zo en o aez get ar yezh, tud al live C2 da skouer.

Talvoudus eo kerkoulz evit an dud a zo é teskiñ en o unan hag evit ar re a heuilh kentelioù-noz. Ur benveg a-feson e c'hell bout ivez evit al labour a-stroll.

15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ, tri stumm evit pep hini (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 m. da selaou ; enrollet get tud a veur a dachad a Vro Gwened ; 7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ; testennoù ar c'haozioù get notennoù àr ar c'heriaoueg ; etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.

Skignet e vez get Coop Breizh.

20 euro an tamm get Kerlenn Sten Kidna (frejoù kas profet), 6 straed Rollo, 56400 An Alre. 02 97 29 16 58.

STENKIDNA2@wanadoo.fr

Ur stand a vo dalc'het get Kerlenn Sten Kidna e salons Karaez, a-benn disadorn ha disul. An DVD rom a vo gwerzhet du-hont, get traoù all embannet get ar gevredigezh (kelaouenn An Dasson...).

(voir le site)

Gouiet a raomp penaos e kavo lod ag al lennerion danvez da dabutal àr ar yezh en hor c'hemennadenn. Da gelaouiñ eo ar bajenn-se, avat. Displegiñ a raomp en DVD, ha displegiñ a raimp seul taol ma vo roet deomp an tu d'ober, ar choajoù hon eus graet. Ni 'gav geneomp atav n'eo ket al lec'h gwellañ amañ da gas an divizoù-se.


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024
D'en Eutru Gwilhmod:

Gwir eo ivez emañ pell-mat brezhoneg-gwened diouzh ar genyezh a vez komzet dre holl e >Breizh bremañ.

Dre holl ? Er « genyezh »-se ne vé ket konzet meit get diskerion, ha ne vé ket konprenet get en dud e gonz a-vihan. Ha pét dén e gonz er « genyezh »-se ? 1000 ? Diar 4500000 benak a Vretoned ha diar 200 000 a vrehonegerion ? Mal é d’oh bout sirius...

Iskis eo e vefe chomet aozerion al levr-mañ hanter-hent :

Nen dé ket ur livr é, un DVD é... ne ouiet ket lén breton ?

o brezhoneg skrivet a zo pell mat >diouzh hini an Alre hag evelkent e talc'hont da stummoù 'zo a ro ul liv gwenedk d'o skrid daoust ma n'eo ket permetet gant reolennoù-skrivañ 1941...

Skritur 1941 é lézen Doué, guir é. Petra e arriùo get en hani ne sentou ket dohti ? Er gurun e goéhou ar é ben ? Lakeit e vou én toul ?

bet savet war c'houlenn Gwenediz !

Pas : er skritur peurunvan zou bet saùet get un dornadig skrivagnerion a beb kornad. Un nebeud ag er ré-se e oè a Vro Guéned. Ha petra e chonj rah er Uénedourion aral ? Hañni ne oér : nen dé ket bet goulennet ou chonj geté. Peh zo, lod ag er Uénedourion e oè én tolpad-se aveit seùel er peurunvan, n’ou des ket skriùet jamés é peurunvan (de skuér : Herrieu...). Dalhet ou des de skriù get skritur Bro-Guéned betag ou marù. Ha hiniù en dé, er lod muian ag er Uénedourion ne gonprenant ket nitra a pe uélant girieu peurunvan ! Int e lar liés é ma « almaneg » ! Peh nen dé ket faus, a pe vé chonjet én istoér er peurunvan ! (Roparz Hémon en doè skriùet én ur lihér « an urz da beurunvani ar yez a zo deut a-berz ar gouarnamant alaman »...).

Ale : ur stiv bihan c'hoazh : Gant (cf Kannadig Imbourc'h en linenn Voir le site niv .77 ar >penned dwb Y G Ar Ruyet a zegemer «Gant» e plas «Get»...

Er Ruyet zo unan ag en deu pé tri guénédour hag e hra tout er peh e hellant aveit lakat breton Bro Guéned de vout KLT. Aben er fin ne blij ket breton Bro Guéned dehou, mod aral ne glaskehè ket er chanjein. Mes èl ma laren, nen des meit deu pé tri dén sort-sé én hur bro, kalevern penaus. Me e anaù ur bochad brehonegerion iouank é Bro Guéned hag ér vro KLT hag e lar é ma guèl skriù breton Bro Guéned get er skritur koh.


War-raok O teskiñ N'eo ket gwal sirius kinnig d'an dud ur rannyezhig bihan nul o vervel e >plas ur benveg unvan gouest da gevezañ ouzh ar galleg.

Be zo ur bochad muioh a dud hag e gonz breton Guéned aveit a dud hag e gonz (pé hag e gonpren memb) ho « nevezvrezhoneg ». Ho p- « benveg gouest da gevezañ ouzh ar galleg » zo ur fantazi jakobin mod an Emzao. Mal é d’oh arrast a huñvréal ha komans biùein ér bed guir. En « nevezvrezhoneg » e oè bet saùet get tud Gwalarn aveit seùel ur « lénegeh » a-renk get er langajeu ag er broieu aral. Ha petra zo deit diar en dra-sé 90 vlé arlerh ? Nen des ket meit un dornad tud hag e lén livreu é breton, diskerion tout anehè. Pesort skrivagnerion brehoneg zou brudet dré er bed abéh ? Hañni. Ha pesort livreu brehonek zou brudet dré er bed abéh ? Hañni. Tud Gwalarn e fallè dehè seùel ur breton neùé aveit un tolpadig a dud disket ? Aveit en dra-se é mant deit de ben : nen des ket meit un dornadig tud hag e hra get o « nevezvrezhoneg ». Guèl a sé, ke er langaj-sé nen dé ket langaj er Vretoned.

Hag aveit er « rannyezhig bihan null » (me ‘gred e hues ankoéheit ur « c’hemmadur » eùé) : tout en inklaskerion e labour ar er breton e oér penaus breton Guéned é er parland pinùikan é lénegeh, hag en hani pouizusan aveit istoér er breton pendéguir é ma chomet tostan doh er breton koh. Mes merhat ne hues ket studiet eroalh aveit gouiet en treu-sé.

N'eus ster ebet d'an dra-se pe neuze displegit din un tammg.. T. G.

Start é konpren eùé en dud hag e zisk, hag e impli ur langaj ijinet ha ne vé ket konzet meit get diskerion aral. Ha diés é konpren eùé en dud hag e zou a-énemb de bolitikereh jakobin er Vro Gal guéharal, a pe faut dehé seùel er memb politikereh jakobin é Breih (ur vro, ur bobl, ur langaj uniformizet, ha lam d’er parlandeu, ha de binùigeh er langaj). Mes en dud sort genoh zo nebeutoh aveit 1% ag er Vretoned, nezen...

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.