Taol-lañs ar bodad-radio brezhoneg

Communiqué de presse publié le 22/10/12 15:05 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

Kentelioù an Noz a ginnig neuze un emvodig a-benn reiñ an taol-lañs d'ar raktres «abadenn radio war gwagennoù Alternantes».

Setu petra eo ar raktres, en un nebeud gerioù :

Ar menoz eo kinnig un abadenn radio bep sizhun (pe bep miz) hag a bado 15 munutenn hag a vo e brezhoneg. Komzet e vefe deus darvoudoù pouezhus sevenadur breizhek e bro-Naoned, tud a ra ar sevenadur-se, ar c'heleier. Ret e vo deomp labourat war an temoù c'hoazh gant ar strollad e-karg deus an abadenn. An temoù-se a vefe displeget dre reportajoù, atersadennoù, dibab-pennadoù, kronikoù... An dud er strollad o do liveoù brezhoneg disheñvel.

Pal an emvod eo renkañ an doare da vont en-dro dre ar munut : Pegoulz? Pelec'h? Piv? Penaos? An holl dud a zo dedennet gant kemer perzh er raktres a vo degemeret en emvod.

An emvod a vo diriaou d'ar 25 a viz Here da 7e30 noz e Ti-Keltiek. E galleg e vo komzet.

Koust a rafe an enskrivadur d'ar bodad-radio 50€ evit ar bloavezh, pe 35€ priz bihanaet.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?