Staj brezhoneg e Kastell-Briant

Communiqué de presse publié le 22/10/12 14:51 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

Ar gevredigezh lec'hel Kentelioù an Noz Kastell-Briant a aoz ur staj brezhoneg disadorn d'ar 27 a viz Here. Stajoù a vo kinniget a-hed ar bloavezh e Kastell-Briant, ouzhpenn ar c'hentelioù brezhoneg bep sizhun (d'ar Yaou da 8e e sal Kreizh Breizh) gant Séverine Marie, prezidantez ha kelennerez Kentelioù an Noz Kastell-Briant. E sal Ernest Bréant e vo ar stajoù (Plasenn Ernest Bréant, e-kichen en ti-kêr).

Setu programm ar staj:

10e - kreisteiz : kentel live 2 ha 3.

kreisteiz : debriñ asambles - e brezhoneg mard eo posupl (digasit ho pred).

1e : evit treizhañ, deskiñ un nebeud kanaouennoù e brezhoneg, n'eus forzh ho live.

1e30 - 3e : kentel adwelout evit al live 1 hag 11/2 (digor d'al liveoù 2 ha 3 evel-just)

3e30 - 4e30 : kentel tañva, bugale ha tud deuet, diwar-benn tem an Halloween, ha merenn vihan goude, digor d'an holl.

fin tro-dro 5e.

E-giz e c'hallit merzhout: bep hini e brantad! Posupl eo d'an holl dont d'ar prantadoù all. Ar priz evit an devezh eo 10€ ha 5€ evit an hanter-devezh (mui ar skodenn hag a zo ret paeañ : 15€)

Ar stajoù all a vo d'ar Sadorn 24 a viz Du, 26 a viz Genver, 23 a viz C'hwevrer, 23 a viz Meurzh, 20 a viz Ebrel, 25 a viz Mae, 15 a viz Even

Enskrivadur evit ar staj kentañ (pe ar re all) gant Séverine : 06 87 13 62 28 pe marie.severine@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?