Absolvenn dre vuntr gant Peter Tremayne

Présentation de livre publié le 22/10/12 11:57 dans Cultures par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/27/27834/27834_1.jpg

Nevez deuet er-maez: Absolvenn dre vuntr - un enklask gant ar c'hoar Fidelma - gant Peter Tremayne; troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.

Emaomp er bloaz 664. En un abati e Norzhumbria eo bet bodet, gant ar roue Oswy, pennoù bras an ilizoù keltiek ha roman. Da heul ar breudoù-se e vo divizet hag-eñ e kendalc'ho ar rouantelezh da heuliañ gizioù an iliz keltiek pe hag-eñ e tuo gant doareoù Roma. Bec'h ha sach a zo etre an daou duad, ha setu ma vez kavet lazhet un abadez eus Iwerzhon, mignonez d'ar c'hoar Fidelma. Homañ ziwezhañ a zo ul leanez eus Iliz Keltia, met ivez ur plac'h a lezenn a live uhel, barrek da zirouestlañ an enklaskoù luzietañ. Evit ma vo neptu an enklask e vez lakaet da geveilad dezhi ur manac'h sakson, Eadulf. Goulennet e vo diganto kavout penn d'ar marv-se pa glask an daou duad ober o mad eus ar gwall zegouezh-se evit lakaat an traoù da strakañ... Gwashañ pezh a zo evito, kenderc'hel a ra an drouklazhoù en abati...

“Absolvenn dre vuntr” eo enklask kentañ ar c'hoar Fidelma. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa'z eus bet gwerzhet ouzhpenn tri milion a skouerennoù betek-henn ha lakaet en un ugent yezh bennak. Savet int gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh.

374 p. ; 12 x 19 cm ; 14 € ; ISBN: 978-2-916835-43-3.

Skignet gant An Alarc'h embanndurioù


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 5 ?