Jakez-Erwan Mouton, ur skrivagner ne baouez morse...

Interview publié le 20/10/12 11:43 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27816/27816_1.jpg

Priz ar Yaouankiz e 2007 evit e romant brav «Katrina», ha karet gant ar gelennerien evit heuliañ program istor («Mignon d'ar sklaved»), setu atersadenn Jakez-Erwan kelenner, globe trotter ivez ha skrivagner.

Plijout a ra da Jakez Erwan mont da zizoleiñ doareoù skrivañ pe bedoù disheñvel : aergelc'h «20 000 lieues sous les mers» gant ar c'hraken«, aergelc'h »templ an heol« gant »Diougan .Keztzalkoatl« pe c'hoazh western gant »Kornog pell«.

Evit ar re vihan avat, eo »les minmoys« gant »Tangi hag ar merien«, ur bugel a gompren yezh al loened. Evit 2012/2013, e vo plijet sur a-walc'h ar re vihan gant »un huñvre aet da wir", istor ur bugel a glask e dad pesketaer marvet war vor.

ABP : Peseurt levrioù zo bet skrivet ganit evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale ?

Jakez Erwan : Mignon d'ar Sklaved, Katrina, ar C'hraken, Kornog pell, Diougan Ketzalkoatl evit Priz ar Yaouankiz

Tangi hag ar merien, Un hunvre aet da wir evit Priz ar Vugale.

ABP : Ha 'tro 'peus bet da welout ar sklajjidi pe ar skolidi ?

Jakez Erwan : e Skolaj sant Frañsez Lesneven, Skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon on bet, hag e Skol Diwan Lesneven, Skol Diwan Sant Riwall.

ABP : Ha petra zo war ar stern ?

Jakez Erwan : daou romant evit an dud deuet war ar stern

ABP : ha lennet 'peus romantoù ar re all ?

Jakez Erwan : ya, lennet'm eus levrioù all eus an daou briz. Ar re am eus bet plijadur o lenn : Brezel ar porzh-c'hoari, Ronan ar C'horrigan

ABP : Petra 'pije da lavarout d'an aozerien ?

Jakez Erwan : kendalc'hit, ken pouezus eo!


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?