Formulennoù stajoù-berr nevez e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 17/10/12 10:48 dans Langues de Bretagne par Annaig Guedes pour Stumdi
t:1
https://abp.bzh/thumbs/27/27779/27779_1.jpg
Logo Stumdi

Brudet eo aozadur Stumdi evit e stummadur hir 6 miz hag a ro tro da zeskiñ an diazezoù ret evit ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

Kinniget e vez ivez gant an aozadur, stajoù tri devezh / ur sizhunvezh evit an holl. Digor eo ar stajoù berr da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ diazezoù ar brezhoneg / ar galoeg pe gwellaat e live yezh dre skrid ha dre gomz o kemer plijadur.

1. Formulennoù tri devezh

Emdreiñ a ra kinnig stajoù berr Stumdi er bloaz-mañ evit respont d'ar goulennoù nevez. E plas ar sizhunvezh staj e vo kinniget gant an aozadur er bloaz-mañ meur a formulenn 3 devezh.

Goude bezañ graet un taol-esae er bloaz tremenet evit unan eus o stajoù, eo bet merzhet gant skipailh Stumdi e plije ar formulenn d'an dud hag e oa degemeret mat kenañ peogwir e veze roet tu d'an dud da zerc'hel un nebeut devezhioù evit diskuizhañ e-pad o vakañsoù hag e veze kinniget ur priz marc'hadmatoc'h a c'hell sikour da heuliañ meur a staj da skouer.

Krouet pe dreuzfurmet eo bet ar programmoù evit ma c'helfe ar stajidi mont buan war-raok dindan tri devezh.

2. Zoum war un nevezenti e-pad vakañsoù an hollsent

Kinniget e vez gant an aozadur e-pad vakañsoù an hollsent, daou staj a c'hell bezañ bodet.

- Staj kentañ : Staj d'an daoulamm war ar brezhoneg d'an 29-30-31 a viz Here 2012 e Landerne evit ur publik gant ul live etre (1-2). Kinniget e vo ar c'hentelioù e brezhoneg hag e galleg gant ar pal kreñvaat diazezoù pep hini, pinvidikaat ar yezh komzet ha gwellaat an distagadur. Roet e vo tro d'ar berzhidi da gemer perzh dre skrid ha dre gomz.

- Eil staj : ober traoù gant brezhonegerien a-vihanig d'ar 5-6-7 a viz Du 2012 e Plougerne evit an dud a zo gouest da gaozeal brezhoneg hag a fell dezho ober gant ar yezh en diavaez eus ar c'hentelioù. Kinniget e vo an tri devezh e brezhoneg : Kroget e vo ar mintinvezhioù gant kaozeadennoù evit gwellaat al live dre gomz. Selaouet e vo enrolladennoù (kompren dre skrid ha dre gomz). Goude-merenn e vo kinniget kaozeadennoù gant ur brezhoneger(ez) hag e vo enrollet ha treuzskrivet ar pennad-kaoz. Kinniget e vo ivez an « tro velo » : baleadenn heñchet e brezhoneg gant Ti ar vro Lesneven, stalioù a bep seurt (dañs, kan...).

Chom a ra plasoù c'hoazh war ar formulenn-mañ a vo kinniget en-dro e-pad vakañsoù miz C'hwevrer 2013.

Dizoloit an holl ditouroù war hor stajoù berr el levrig da vezañ pellkarget war hol lec'hienn Internet : www.stumdi.com.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.