Armel Le Sec’h, livourez ha skrivagnerez

Interview publié le 15/10/12 9:32 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27747/27747_1.jpg

Daou romant evit ar re yaouank he deus skrivet, ha « Beaj Owen » (1) a zo bet troet e kerneveureg hag e saozneg.

ABP – Pet levr 'peus skrivet evit PAV (2) ha PAY(3) ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Armel Le Sec’h – Skrivet am eus ul levr evit PAV : « Ar sarpant bihan », ha « Beaj Owen » evit Skol Vreizh ha laouen on bet ez eo bet troet e kerneveureg ha saozneg e miz Gwengolo ar bloaz-mañ. Hon istor deomp-holl gant Kerne Veur eo, hag a-bouez-tre evit ar vugale eu bep tu mor Vreizh.

Ur blijadur bras eo atav skrivañ evit ar re yaouank. N'eo ket ul labour, ur seurt follentez kentoc'h, un diskuizh eus va labour livourez. Livañ e vez atav ur strivadenn gwir (hag a blij kalz din ivez) n'ur c'hrouiñ, diouzhtu, un aergelc'h hag ul lec'h nevez, war al lien.


ABP – Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Armel – Soñjal a ran neuze d'am bugale vihan, pevar am eus, pep seurt oad ganto. Unan anezho en ur skol divyezhek. Lenn a ra Rouzig gant kement a blijadur !!

Plijout a rafe din bezañ ur vamm-gozh gwir, pezh n'eo ket aes atav. Me, 'm eus bet ur gwir vamm-gozh hag ur sorserez e oa ivez. Em soñj ne c'hellfe tra fall ebet erruout din, ken warezet e oan ganti.


ABP – Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Armel – O skrivañ un danevell pe ur romant all (n'ouzon ket evit ar mare) emaon, un istor korrig evel boaz. Evel-just an hini bravañ e vo.


ABP – Ha lennet ’peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Armel – Ya lennet am eus levrioù all PAV ha PAY. « Ronan ar c'horrigan », gant P.E.Marais am eus kavet plijus tre.


ABP – Deiz ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Armel – Emañ AWEN Breizh hag hon dazont e pennoù ar vugale. A-bouez-tre labour an holl evit ma vijent gouest da grouiñ ur vro nevez. Ezhomm hor bo eus hon holl nerzh-krouiñ, gant ar c'hemmoù er bed endro deomp.


(1) « Beaj Owen » (voir notre article) e brezhoneg ha (voir notre article) e galleg.

(2) PAV : Priz ar Vugale

(3) PAY : Priz ar Yaouankiz


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?