Pierre-Emmanuel Marais, ur skrivagner levrioù istorel evit bugale a-vremañ

Présentation de livre publié le 14/10/12 10:00 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27740/27740_1.jpg

Ur romantig nevez « Deomp Slowly » ha pevar romant all en deus bet tro da skrivañ evit Priz ar Yaouankiz ha Priz ar vugale

ABP – Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Pierre-Emmanuel Marais – Pemp em eus skrivet, daou evit PAV ha tri evit PAY. Tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ aesoc'h skrivan e bzg daoust d'ar fazioù a chom em zestennoù, dre vras istor levezon ar galleg em skridoù. Dre vras PAV/PAY en deus roet ar c'hoant hag iviez a-walc'h a fizians evit mont war raok gant ar skrivañ e brezhoneg betek dont a-benn da vezañ embannet gant Al Liamm evit ur romant nevez deuet er-maez «Alje 57», ul levr evit an dud deuet ar wech-mañ.


ABP – Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ? 

P.-E. M. – Ur wech e skolaj Diwan Naoned. Plijus eo bet komz eus troioù-kaer Duncan O'Hara gant ar skolajidi.


ABP – Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

P.-E. M. – Netra e gwirionez.


ABP – Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ? 

P.-E. M. – Un nebeud zo bet kinniget da izili ar bodal-lenn e veran ba Naoned. E-touez ar re plijusañ e oa hini Kristian ar Vras, Kest. 


ABP – Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ? 

P.-E. M. – Gourc'hemennoù ha kendalc'hit ! 


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?