Mich Beyer : he soñj diwar-benn Priz ar Yaouankiz

Interview publié le 11/10/12 23:07 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27714/27714_1.jpg

Atersadenn gentañ ar skrivagnerien Priz ar Yaouankiz

ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ? Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ? Ar muiañ a labour ?

Mich Beyer - Daou levr am eus roet evit PAY, «An Dervenn» hag «Azigoragazar», daoust ma ne oant ket bet skrivet evit-se. Gant «Azigoragazar» em eus bet plijadur rak ur spered farsal a oa gant an holl kontadennoù, skrivet evidon-me ma-unan...evit kaout an distan diouzh traoù all. «An Dervenn» a c'houlenne muioc'h a labour o vezañ ma oa ur gwir romant gant ur steuñvenn glok, ha tudennoù a c'houlenne kaout ur bersonelezh un tamm mat fetisoc'h.

ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Mich Beyer - Meur a wech em eus bet tro da eskemm ha da labourat gant skolajidi ha liseidi, met ne oa ket diwar-benn al levrioù-se. Bez' e oa dreist-holl diwar-benn «Etrezek an enez», met ivez war al lennegezh hag ar skritur dre vras.

ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Mich Beyer - Emaon o paouez peurskrivañ ur romant, etre daouarn an embanner emañ. Ha traoù nevez o troidellat em fenn, met raktres resis ebet. N'eus ket prez ha ret eo lezel amzer d'ar mennozhioù da c'hoiñ trankilik.

ABP- Ha lennet' p'eus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Mich Beyer - Ya, ur bern am eus bet tro da lenn dre ma 'm eus c'hoariet an divankerez abaoe un toullad bloavezhioù. Dreist pep tra on bet plijet bras gant «Kest», skrivet gant Kristian ar Braz.

ABP- Da geñver deiz-ha-bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Mich Beyer - Ha ha ha, ar goulenn da vil euro ! Kenderc'hel, evel-just. Met ivez, ha dreist-holl, bezañ kalz strishoc'h war ar yezh, reiñ muioc'h a amzer d'ar skrivagnerien, ma c'hellfent adlenn hag adlenn o oberenn, koulz war ar sujedoù dibabet, war ar skritur, war dalc'h ha poell ar steuñvennoù ha mil tra all. D'am meno ez eo ar prez gwashañ ha gwaskusañ enebour ar skrivagnerien.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?