Al louarn, tem an 11 vet konkour haiku Taol Kurun

Agenda publié le 11/10/12 12:42 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27704/27704_1.jpg

Goude an troad, an dorn, ar c'hilog, ar c'hurun, ar sklerijenn, al labous... Setu tro al louarn abalamour da dem ar festival hag a zo «Bezañ dizalc'h hag emren» / «Être libre et autonome».

Simpl eo ar reolenn : ret eo kas tri haiku d'ar muiañ (3 werzenn 5/7/5 troad) e brezhoneg, galleg pe galloeg. Un haiku a vez diaezet war ar sellout ouzh traoù simpl, kavet en natur, un dra a zo c'hoarvezet dindan un amzer verr hag a zo fromus, direnkus, dic'hortoz. Ret eo kas ar barzhonegoù a-raok d'ar c'hentañ a viz genver 2012 da Taol kurun .

Skouerioù :

Piv a yelo da glask an heol

war ar bern teilh ?

Gwad 'ba beg al louarn.

Embannet e vo el linenn diouzhtu war lec'hienn festival Taol kurun hag e vo roet ar prizioù (levrioù, dafar evit skrivañ barzhonegoù, embannadur en ul levrig) e-pad ar festival.

Evit kas ho haiku : taolkurun@laposte.net

evit sellout ouzh re ar bloaz paseeet (al labous) : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?