« Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio

Communiqué de presse publié le 9/10/12 18:08 dans Langues de Bretagne par David Planchet pour David Planchet

Perzh a gemero ar strollad « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d'ar 12, 13, 14 a viz Here 2012. War Tachenn ar pemp plijadur e vo staliet er bloaz mañ.

War ar roll e 2012 :

- c'hoarioù evit dizoleiñ ar gallaoueg (d'ar Gwener, evit ar skolidi, mirout en a-raok dre ret)

- rimadelloù ha c'hoarioù bizied evit ar gerent hag ar vugale vihan (d'ar Sadorn da 10e30 ha 4e)

- ur prantad tañva d'ar brezhoneg evit an dud deuet (d'ar Sadorn ha d'ar Sul da 2e)

- la roue du heq, ur c'hoari evit dizoleiñ ar gallaoueg gant ho familh (d'ar Sadorn da 4e30 ha d'ar Sul da 4e)

- ur stal keginañ evit deskiñ fardañ krampouezh e brezhoneg hag e galaoueg (d'ar sadorn da 11e)

- hag evel kustum : ul lec'h titouriñ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg hag un daol evit livañ evit ar vugale.

Bodet zo un toullad kevredigezhioù oberiant war dachenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er c'hollectif « Cultivons nos langues » : Div Yezh Bruz, Diwan Bro Roazhon, Divskouarn, Bertaeyn Galeizz, Dihun Breizh, UBAPAR, Skol an Emsav, Dihun Bro Roazhon, Diwan Gwizien. Fellout a ra dezho reiñ da weladennerien Ille et Bio danvez preder war liested ar yezhoù ha buhez ar yezhoù minorel e Breizh.

Anne-Marie Pelhate

06.73.15.35.40

pelhate.anne-marie@wanadoo.fr

=====================================

Div Yezh Bruz : (voir le site)

Diwan Bro Roazhon : (voir le site)

Divskouarn : (voir le site)

Bertaeyn Galeizz : (voir le site)

Dihun Breizh : (voir le site)

Dihun Bro Roazhon (voir le site)

UBAPAR : (voir le site)

Skol an Emsav : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 7 ?