Distro Ai'ta, poent eo dont ganimp !

Communiqué de presse publié le 6/10/12 17:49 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/27/27652/27652_1.jpg

HA FELL 'RA DEOC'H EZ AFE HOR YEZH WAR-RAOK ER VUHEZ FORAN ?

Poent eo kregiñ ganti neuze ! Kinnig a ra Ai'ta ! un toullad "emvodoù-kinnig" dre gorn-bro :

- e Brest, d'ar meurzh 9 a viz Here, da 7 eur 30 noz, e ti Sked

- e Roazhon, d'ar merc'her 10 a viz Here, da 8 eur noz, en davarn "La cour des miracles" (18, straed Penhoet)

- e Gwengamp, d'ar gwener 12 a viz Here, da 7 eur 30 noz, en davarn "La Glycine" (war-vord an Trev)

- e Montroulez, d'ar meurzh 16 a viz Here, da 8 eur noz, e tavarn "An ti kozh"

- hag en Oriant dizale ivez ...

Un digarez deus ar c'hentañ evit ober gwelloc'h anaoudegezh ganimp... digor eo d'an holl evel-just, kozh ha yaouank, brezhonegerien pe pas !

A-drugarez d'un toullad filmouigoù e vo kinniget Ai'ta ! d'ar re n'anavezont ket ac'hanomp gwall vat, ha respontet d'ar goulennoù a vefe.

An dud a fell dezhe a c'hallo chom goude-se d'un emvodig evit dibab un oberenn gentañ da gas da benn e pep hini deus al lec'hioù-se.

Titouroù : ai.ta.breizh@gmail.com


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.