Emgav CGT - Diwan : frammañ ha kevratañ fonnusoc'h ar skolioù zo bet kaoz anezho.

Compte rendu publié le 21/09/12 15:37 dans Société par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/27/27446/27446_1.jpg

D'ar Merc'her 19 a viz Gwengolo 2012 e oa bet ur strollad dileuridi ar KHL (CGT) – deskadurezh prevez, ennañ Pascale Pikol, sekretourez akademiezh, Olier Aofred, dileuriad sindikadel hag ar c'hoskor e Diwan, Bertrand Deléon, atebeg ar blein kentañ derez ha Fulup ar Braz, pennsekretour, o kaout pennrenerezh Diwan, dre e renerez, an Itron Anna-Vari Chapalain anezhi, e sez Diwan e Landerne.

Pelloc'h eget kinnig hon aozadur da geñver an emgav kentañ-se, en e ser degas soñj e oamp eno da zifenn ar c'hopridi, e oamp bet aet war ar c'hrafoù da-heul :

- Ar c'hevratañ er skolioù Diwan :

Meur a viz zo e oa bet kemennet ganimp pegen souezhet e oamp pa vez lakaet kemm eus ur skol d'eben er C'hwec'hkorn. Evit gwir e c'hall skolioù hanternoz Euskadi tremen, dre genemglev, dindan gevrat e-korf bloaz pa vez ret da zDiwan gortoz pemp bloavezh da nebeutañ.

Bet e oamp bet e Bro Euskadi e miz Mezheven o eskemm war gement-mañ gant kamaraded an Ikastolaoù.

Lavaret splann eo bet gant Diwan e youl da ziluziañ ar gudenn-se pa'z int aet e darempred gant an den « e karg eus ar yezhoù rannvro » nevez degouezhet e Ministrerezh an Deskadurezh Stad.

Diouzh he du e kaso ar KHL (CGT) ar gaoz war an diaezamant-se evit ar skolioù Diwan hag o gopridi gant rener gwazvod Vincent Peillon.

- Frammañ rouedad Diwan :

Nec'het omp gant mererezh skolioù zo a vez lakaet diaes gant tud ar vugale pe izili zo er gevredigezh, hollc'halloudus anezho. Lakaet hon doa war-wel divizoù, bet kemeret hep na vije bet goulennet ali tud a vicher an deskadurezh, a sav ouzh surentez ar skolidi, a laka amzer-da-zont ar skolioù hag aozioù labour ar c'hopridi en arvar. Daoust bezañ a-du war krafoù zo e tleomp lavaret e chom disheñvel hor selloù war an traoù diouzh tu Diwan ha hini KHL (CGT) – deskadurezh prevez. A-zivout dezvad ar renerezed hag ar renerien ez a an Itron Anna-Vari Chapalain da gadarnaat eo dezho da verañ an impliji a wir prevez. A-hend-all hon doa lavaret pegen truezus eo o stummadur.

- Kevratañ ar skolaerien (lakaat lezenn koazhadur an implij diasur da dalvezout) :

Hervez renerez Diwan n'eus tamm teuliad ebet d'ober war e dro er bloaz-mañ. Hogen e chomimp war evezh evit respont da gement goulenn zo gant ar c'hopridi.

- Dezvadoù disheñvel d'an implijdi ankelenn e Diwan :

Lakaet hon doa ar gaoz war un dezvad unvan evit an holl implijidi.

An dileuridi CGT.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?