Kunujennoù : trede rogad e Lannuon

Agenda publié le 18/09/12 19:30 dans Cultures par Fanny Chauffin pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/27/27398/27398_1.jpg

Goude 10 vloaz, e vo adaozet Kampionad ar Bed Kunujennoù ha Pouilhoù ...

Gant Dastum Bro-Dreger e vo aozet an darvoud. Kement a-berz ha plijadur en doa graet an abadenn ken e oa kortozet gant an dud e vefe klevet c'hoazh, e-barzh ar vro, droukc'herioù ha troioù lavar difennet !!

An emgav a zo bet lakaet d'ar Gwener 05 a viz Here 2012 da 8e30 e sal an Ursulinezed e Lannuon. Emañ ar skipailhoù o pleustriñ hag a-wechoù 'vez klevet war ar maez gêrioù groz digaset gant an avel... 2 skipailh, barnerien mil brudet, Louis-Jacques Suignard hag Yvon Denez o kinnig an nozvezh. Plijadur a vo mil malloz doue !


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.