Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig Kentelioù an Noz kentelioù brezhoneg evit an embregerezhioù hag ar strollegezhioù o deus c'hoant enaouiñ o implijidi da zeskiñ brezhoneg, met ivez evit ar c'hevredigezhioù hag ar skolioù.
Evit an embregerezhioù hag ar strollegezhioù, ar c'hentelioù a vez graet e-pad an amzer dieub, da greizteiz da skouer. Ar poelgorioù embregerezh hag ar c'hevredigezhioù obererezh sokial a c'hall kemer perzh evit paeañ ar c'hentelioù-se.
Ar c'hentelioù a vez graet en un aergelc'h plijus gant ur c'helenner a-vicher. Gallout a reont bezañ un tañva d'ar yezh pe kentelioù diwar-benn ar sevenadur rannvroel. Mat eo evit an holl implijidi kurius pe digor d'ar sevenadur ha d'ar yezh, hag a vo asambles e-maez deus framm al labour.
Ar bloaz-mañ e krogo implijidi an INRA Naoned (Institut National de Recherche Agronomique) gant ar c'hentelioù brezhoneg. Ur strollad 12 den en em gavo bep sizhun a-benn mont pelloc'h gant ar yezh.
Poelgorioù embregerezh ha kevredigezhioù obererezh sokial zo a sikour o implijidi o paeañ ar c'hentelioù noz graet ganto en ur mod hiniennel.
Un nebeud kevredigezhioù a c'houlenn gant Kentelioù an Noz buheziñ stajoù brezhoneg pe kentelioù a-hed ar bloavezh. Da skouer ar gevredigezh Termaji e Fontenay-le-Comte, pe Hentoù Breizh, kevredigezh henthouarnourien an SNCF e Naoned.
Hag erfin, kinnig a ra ar gevredigezh un tañva d'ar brezhoneg e skolioù kentañ derez hag eil derez abaoe 2011. An abadennoù tañva a vez aozet gant ur c'helenner a-vicher e-kerzh an amzer «periscolaire» war ur c'helc'hiad-skol 6 sizhunvezh, war un trimiziad pe war ar bloavezh a-bezh.
M'ho peus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn ar c'hinnigoù-mañ, kit e darempred gant Kentelioù an Noz.
Hag evit ar c'hentelioù boas, kit war al lec'hienn : www.breton-nantes.org
■