Galv boutin SLB - CGT evit Diwan Louaneg
Communiqué de presse publié le 10/09/12 22:50 dans Société par Bertrand Deléon pour CGT-SNEIP
t:0
SLB deskiñ ha CGT a bed o izili hag an dud tost dezho da vont a-gevred gant tud bugale Diwan Louaneg a vo hep diskoulm ebet evit skoliata o bugale da heul un dibab bet tapet gant kuzul-kêr ar gumun-mañ.
Fellout a ra deomp embann ez eomp skoaz-ouzh-skoaz gant ar c'hopridi (kelennerien pe get) a zo gwall deñval o dazont micherel.
Kement-se da lakaat war-wel eo tremen-poent kaout ur steuñv diorren d'ar rouedad Diwan evit talañ ouzh an ezhommoù lec'h hag arc'hant.
Setu ma kouviomp ar muiañ niver da zont betek Louaneg d'ar sadorn 15 a viz Gwengolo da 3e dirak an ti-kêr.
■