Gouel ar C'hezeg... Eus an dibab !

Agenda publié le 10/09/12 22:23 dans Cultures par Gregor Mazo pour Gregor Mazo
https://abp.bzh/thumbs/27/27270/27270_1.jpg

Eya ! Gouel ar c'hezeg eus an dibab... al lastez ! Er bloaz-mañ e vo gouel bras Lesneven da souten ar skol Diwan, dindan tem dibab al lastez, un nevezenti a ra eus ar fest bras-se ur gouel tematek evit ar wech kentañ. D'an 23 a viz Gwengolo e vo eus ar gouel-se e tachenn Carmarthen Lesneven.

E-giz bep bloaz e troio ar gouel tro dro d'ar c'hezeg gant arvestoù Aude Callarec, a deuio evit ar wech kentañ, da ziskouez he zroioù ampartiz d'an arvesterien, ha gant ur foar al laou arbennikaet war an dafar a denn d'ar marc'hegañ.

Ur gouel mod Breizh e vo da vat ivez, gant ur plas ledan a-walc'h laosket da c'hoarioù Breizh, gourfenn challenge kilhoù bro Leon a vo. Sevenadur ar vro a zo amañ dre ar brezhoneg ivez, abalamour e servijo an darn vrasañ eus ar gounidoù da souten skol Diwan Lesneven, hag ivez gant un abadenn c'hoariva brezhonek : Ar Wall Vaouez. C'hoariet e vo ar pezh c'hoari-mañ gant Strollad Gwineventer, ur strollad tud eus ar vro a gustum disachañ arvesterien e-leizh da c'hoarzhin forzh pegement. Leurenniet eo an abadenn gant Goulc'han Kervella.

Tem dibab al lastez a vo gwelet dre meur a dra war dachenn ar gouel. Da gentañ peogwir e vo un abadenn kizidikaat ouzh dibab al lastez gant kompagnunezh ar marc'h azezet, a ginnigo deomp e abadenn Tri skol. Kinnig a raimp d'an arvesterien diskouezadegoù displegañ diwar-benn an tem-se gant sikour kumuniezh kumunioù bro Lesneven. Klasket e vo ivez kaout da nebeutañ un ober evit pep stand, a denn eus an endro, ober gant gwerennoù adimplijapl en davarn da skouer...

Marc'had an artizaned, kestell-aer, c'hoarioù evit ar vugale, troioù pone ha karrigell, farz fardet war al lec'h, krampouezh, sirk, sonerezh laz-seniñ... setu peadra da reiñ un tamm mat a levenez d'an arvesterien evit loc'hañ propik gant ar bloavezh-skol nevez !

Gouel ar c'hezeg, adalek 11e00 e Lesneven (tachenn Carmarthen), d'an 23 a viz Gwengolo.

www.skoazell-diwan-lesneven.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?