Fest-noz er Chapel-Nevez d'ar Sadorn 15 a viz Gwengolo evit 10 vloaz an DABU

Agenda publié le 7/09/12 15:21 dans Cultures par Katell Chantreau pour Katell Chantreau
https://abp.bzh/thumbs/27/27222/27222_1.jpg

'Hanta ! 10 vloaz eo ar BAFA brezhonek dija ! Ha 267 den zo tremenet dre ar stajoù DABU pe DARE abaoe 2002.

Un degouezh meur a vo lidet war an ton bras er Chapel-Nevez (22), adalek 9e noz, d'ar Sadorn 15 a viz Gwengolo, gant Eien, Kedal, Trio virtuel, Robin-Lintanf-Suignard hag ar c'hoarezed Guyomarc'h.

Ouzhpenn ur fest-noz a vo kinniget d'ar re dedennet gant an dudi brezhonek : un dibenn-sizhun a-bezh evit...

bodañ an dud bet stajidi DABU pe DARE abaoe 2002 hag an holl re dedennet gant an dudi brezhonek dre vras

ober anaoudegezh, eskemmañ, farsal, krouiñ, deskiñ, kanañ, debriñ traoù lipous ha pakañ banneoù asambles

komz eus deskadurezh pobl, stourmoù, beajoù, raktresoù a bep seurt.

Anv an darvoud-se a vo dalc'het er Chapel-Nevez eus ar 14 d'ar 16 a viz Gwengolo ? Ar Pempvet Pred ! giz ar pred a vez debret gant ar skipailhoù buhezourien d'an noz, pad ar c'hampoù vakansoù, pa vez kousket ar vugale...

Aozet gant an UBAPAR /UDDAMIR22 hag ar strollad tud a-youl-vat Prikideka.

(voir le site)

Facebook « Pempvet pred »

Enskrivadennoù : heloise.berthet@wanadoo.fr - 06 84 09 09 17


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 0 ?