272 lisead e Karaez : leun chouk al lise !

Rapport publié le 4/09/12 22:37 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27200/27200_1.jpg
Loeiz Donal rener al lise gant liseidi Klas Termen

Gweleoù oouzhpennet dija, ur rann european, mont a ra war raok gant lise Diwan Karaez.

Distroet eo ar re gentañ hag an termenidi. Ur skipailh kelennerien gant an hevelep re, tri c'hasour nevez e skipailh kas en dro, ur sal debriñ nevez flamm.

Dindan an heol en emgave tud yaouank laouen d'en em welout goude ar vakansoù.

Gant ur c'hresk 16 lisead ar bloaz-mañ, kambreier leun e vo diaes 'benn bloaz degemer ar re nevez. Tud zo distroet da Ziwan goude un eilvet klas graet 'lec'h all.

Raktresoù e leizh a zo : rann european (skiantoù ar vuhez kelennet e saozneg en eilvet), beajoù, c'hoariva, kleuboù barzhoniezh, gwriañ, sirk, kanañ gant Annie Ebrel, pleustriñ gant ar strollad Startijenn, sonerien brudet o tont eus ... Diwan ivez.

Ha dre ma vez emrenerezh raktres pedagogel al lise, e vo bodet a-benn nebeut ar gevredigezh Babibel, krouet ganto un nebeut bloavezhioù'zo gant ur prezidant nevez a zo e Termen bep bloaz. Ar bloaz paseet oa bet skoazellet an Dro Menez Are, graet ha gwerzhet sweet-shirt Lise Diwan, kemeret fotoioù klas, ha prientet Gouel an Termen gant ar gevredigezh Babibel. Met petra an diaoul a vo prientet ganto ar bloaz-mañ ?


Vos commentaires :
labous ar vro
Dimanche 22 décembre 2024
Poent e vefe krouiñ ul lise Diwan all evit gallout kenderc'hel gant ar c'hresk-se. Gwell a se ma ra berzh: dazont hor yezh a zo aze.
Ha gourc'hemennoù d'ar gelennerien, d'ar vuhezourien ha d'an holl re a labour evit ma teu Diwan a-benn eus disoc'hoù a galite.

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?