il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2712.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Kevrenn UDB Brest ha Goueled Leon a zo bet sebezet bras o c’hoût e nac’he ANPE Brest degemer kemennadennoù kinnigoù labour peogwir oant bet savet e galleg hag e brezhoneg. Renerez ANPE Brest a embann e c’hellfe bezañ degaset e-giz-se un doare diforc’hioù etre an dud a glask labour.

Sevel a ra UDB Brest ha Goueled Leon ur vanifestadeg pik-nik d’ar gwener 28 a viz here adaleg 12e30 dirag an ANPE, 257 straed Jean Jaurès (e kichen plasenn Strasbourg)

Unvaniezh Demokratel Breizh a fell dezhi degas da soñj da ANPE Brest ha d’an ANPEoù all a zo e Breizh eo o c’hentañ labour kinnig kemennadennoù labour da gement hini a zo war glask labour.

Iskis eo pa ouier stad al labour e korn-labour Brest - ouzhpenn 13 000 a dud a zo war glask labour, feur an dilabour tost da 10 % - gwelet renerezh an ANPE mont e darempred gant he « servij al lezennoù » evit goût hag-eñ emañ diouzh al lezenn DAOU ginnig-labour nemetken.

Pezh a weler aze eo pouez ur melestradur kreizennet da vat. Pouez ar c’hontroloù n’eo ket war-lerc’h ar re a glask labour nemetken met ivez war danvez testennoù ar c’hinnigoù-labour.

Da belec’h emañ aet, gant Itron renerez ANPE Brest « une ambiance pionnière exaltante d'une nouvelle organisation de dynamisation du marché du travail ? » ( Diouzh a embann : ANPE à votre service)

UDB a rank embann ur wech ouzhpenn eo ar brezhoneg hag ar re a gomz ar yezh o deus da c’houzañv eus doareoù diforc’hus al lezennoù ha n’eo ket ar c’hontrol. UDB a c’houlenn groñs digant ANPE cheñch diviz ha skoazellañ da vat, en un doare efedus ar re a glask labour ha derc’hel soñj emaint o labourat e Europa a zo liesyezhek ha liesevenadurel.

Evit gouzout hiroc'h:

udbbrestbasleon.bzh.bz


Vos commentaires :
Jeudi 9 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.