ar skolioù divyezhek a zigor dorioù an dazont ! evit harpañ Skol diwan louaneg

Communiqué de presse publié le 24/08/12 18:14 dans Politique par Yves Pelle pour Yves Pelle
https://abp.bzh/thumbs/27/27067/27067_1.jpg

version en breton de notre communiqué précédent

Un deskadurezh divyezhek a zigas alc'hwezioù d'ar vugale evit o dazont. Anat ha sklaer eo ! Seul vuioc'h a ezhomm eus alc'hwezioù ar yezh ma embann Unvaniezh Europa talvoudegezh al liesyezhegezh gant he ger-stur «Unanded ha liested». Dre c'houzout o yezh o deus bugale Vreizh ur binvidigezh. Seul varrekoc'h a-se int da ezteurel al liested a zo enno, ha seul aesoc'h a-se e vo dezho en em zigeriñ ha degemer ar re all!

Strollad Breizh a soñj dezhañ emañ ar wirionez gant Unvaniezh Europa pa embann e laka al liested sevenadurel an dud da vezañ tostoc'h an eil ouzh egile. Setu perak e hetomp ma vo kinniget d'ar vugale an tu da gaout un deskadurezh e brezhoneg e pep kêr eus Breizh evel ma vez graet e broioù divyezhek all eus Unvaniezh Europa.

E kêr Louaneg e c'hell an dud dres dibab an deskadurezh divyezhek. Hañvalout a ra an ti-kêr kaout ar c'hoant da vont war-gil koulskoude. Iskisat doare da brientiñ dazont hor bugale !

E penn a-raok eo bet Skol Diwan evit reiñ d'ar vugale an tu da binvidikaat gant an deskadurezh divyezhek, o tiskouez an hent da z-Div Yezh ha da z-Dihun. Efedus-tre e vez ar bedagogiezh dre soubidigezh pa vez disoc'h ar vachelouriezh tost da 100% bep bloaz.

Goulenn a ra Strollad Breizh ma vo kavet une diskoulm gant an ti-kêr evit ma c'hello Skol Diwan Louaneg diazezañ da vat evit dazont ha gwellañ mat ar vugale.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?