Kristian Troadeg en toull-bac'h evit bezañ bet embannet ul levrig-tiegezh e div yezh ?

Interview publié le 22/08/12 23:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
tangilddv.mp4

Tad Ubu ? Ionesco ? C'hoariva ? Ket, lizher Ministr aferioù estren ...

Diaes eo da grediñ : ne c'hell ket ur familh enskrivañ e bugale er skol peogwir eo bet embannet al levrig-tiegezh e brezhoneg hag e galleg. Roet dezho gant ti-kêr Karaez, al levrig-se a zo difennet gant ul lezenn gozh, a zifenn embann paperoù ofisiel divyezhek e bro C'hall. Kantadoù a familhoù (150 a zo bet roet e Karaez, un nebeut e Kemperle ...) gant bugale diskol a-benn ur sizhun ?

Ha Tangi, gant ur mousc'hoarzh (n'eo ket anvet «louarn» evit netra) a soñje e vefe ret skoazell maer Karaez, Troadeg, hag ar familh ... a-raok pell.


Vos commentaires :
Yann Krouer
Dimanche 22 décembre 2024
Un hoax eo d'am soñj. Krouet oa bet al «levrig-familh» gant Jules Simon e 1877. Diwar benn furm an anoioù-familh a voe bet srivet al lezenn d'ar «6 fructidor an II».

Tu e vefe deoc'h embann lizher ar prefeti war an ABP ?


Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 7 ?