« Ar brezhoneg : pinvidigezh ur glad ha youl ar c’hrouiñ »

Reportage publié le 12/08/12 12:01 dans Festivals par Maëlle Ausias pour Maëlle Ausias
https://abp.bzh/thumbs/26/26983/26983_1.png

Un tabut nevez diàr ar brezhoneg e oa dec'h d'an abardaez e Egorenn ar gomz. « Ar brezhoneg : pinvidigezh ur glad ha youl ar c'hrouiñ » ha lakae Bernez Tangi, Yannick Dabo, Gwendal Piégais, ha Pierette Kermoal da dabutal àr ar brezhoneg komzet hag ar brezhoneg skrivet.

Barzhonegoù Bernez Tangi zo bet lennet getoñ ha troet e galleg get Erwan Rouz el lodenn kentañ. En eil lodenn, emañ bet kinniget get Yannick Dabo hag Herri ar Borgn o labour dastumadeg troioù-stil. Un doare da lakaat ar gaoz àr taolennadur unel ar bed dre ur yezh hag he troioù-stil. Yannick Dabo en deus pouezet àr ar fed e oa peurbouezus lakaat àr wel binviji él Internet evit gwarn hor glad. Skouer levr Jules Gros « Trésor du parlé breton », ur levr get ur CD-Rom e barzh, a zo bet kemeret getoñ.

Pedet emañ bet, en trede lodenn, Gwendal Piégais, ag ar gazetenn Nidiad ha Pierette Kermoal, ag ar gazetenn Aber. An div gazetenn-se a embann barzhonegoù, danevelloù ha testennoù filosofiezh e brezhoneg. Gwendal Piégais en deus komzet diàr ar fed e vez berped dastumet ha treuzfeurmet ar yezh komzet ha ne oa neuze emgann ebet etre ar yezh komzet ha skrivet.


Vos commentaires :
Yannick Dabo
Samedi 28 décembre 2024
Demat deoc'h,

Ur faziig zo en ho pennad. 'm eus ket laret e oe ur CD-Rom er levr Jules Gros, met e oe pal hom kevredigezh sevel CD-Romoù diar ar yezh komzet hiziv, da vonet pelloc'h evit labour J. Gros, gant binviji a-vremañ.

Kenavo
Yannick DABO


Yannick Dabo
Samedi 28 décembre 2024
Setu ur bajenn deus lec'hienn hom kevredigezh, ma kaver enni ur skouer deus hom labour :
Voir le site

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?