Strolladoù é tiwaniñ

Reportage publié le 11/08/12 9:24 dans Festivals par Maëlle Ausias pour Maëlle Ausias
https://abp.bzh/thumbs/26/26971/26971_1.jpg

Startijenn, Eien ha Kedal, anvioù a vez klevet, strolladoù a vez gwelet. E ober tamm ha tamm o hent hag o neuz vat, ar strolladoù-se é tonet a Diwan a zo ezel d'ur rummad sonerezh nevez.

Ha pedet eo bet an daou goshañ d'an Emvod Etrekeltiek. Startijenn 'n eus graet ur vrav a sonadeg er C'hae dec'h da noz, kemmet o eur tremen get Kern, dirak arvesterien nerzhus. Startijenn eo bremañ ur strollad a ya àr raok get tri CD dreist hag un aozadur nevez anvet Startijenn Al-Taqa.

Eien, int, a zo tremenet an abardaez-mañ war ar C'hae ivez dirak touristed boemet ha dañserien plijet. Ar strollad-se, diaes da selaou dre an diouer a enrolladurioù, o deus krouet ur sonerezh a gas ac'hanomp en ul lec'h all, get sonerien ampart.

Diwan, neuze, 'n eus trec'het. Krouiñ, sonerion ha strolladoù o tegas un dra oc'hpenn d'ar sonerezh breizhat a-vremañ. Spi hon eus holl e talc'ho ar strolladoù get o berzh, hag e kendalc'ho reoù all goude da heuliñ an hent o deus digoret. War an hent mat eo Kedal dija, ar reoù all kuzhet e karrdi al Lise Diwan ivez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?