Digoradur kenstrivadeg Loïc Raison

Reportage publié le 8/08/12 10:41 dans Festivals par Maëlle Ausias pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/26/26936/26936_1.jpg

Dec'h emañ kroget Koun-trec'h Loïc Raison e Egorenn Breizh. Ar c'hevezadeg-se a ro ar chañs da 15 strollad folk awenet get ar sonerezh keltiek da zigeriñ ar fest noz disadorn e Egorenn Breizh. Kroget neuze get ar genstrivadeg hag en doa lakaet ar vrav a strollad Nish as Rish da c'hounit ar blez tremenet.

Ar blez-mañ neuze eo bet digoret ar genstrivadeg get Craobh Rua, ur strollad a Belfast. Lakaet o deus an dud da c'hoarzhiñ get o farsadennoù kontet en ur galleg distabil ha moutig. O sonerezh brav a walc'h get ur banjo dedennus 'n eus kaset doc'htu an arvesterien e menezioù Bro Iwerzhon. Goude-se eh eus bet strolladoù parisianed, the Charmrocks ha Kazdall. Daoust d'ur violoñs startijennek a walc'h ar strollad kentañ a zo chomet da kaniñ kannennoù diazez Bro Iwerzhon d'un doare amparfal. Hag an eil kaset gete startijenn o deus memestra lakaet an dud da zañsal àr tonioù mil anavezet.

Kendalc'h a raio ar genstrivadeg ar sizhun a-bezh get tri strollad bemdez. Gortoz a reomp neuze strolladoù o deus dija graet o prouennoù él Klegadenn pe Barrule.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.