Bagad An Oriant en Oriant.

Reportage publié le 5/08/12 0:39 dans Festivals par Maëlle Ausias pour ABP
t:0

Setu degouezhet Emvod ar Gelted en Oriant ha tu zo deomp dija klevet a-bell dassonioù ar binioù kozh é pleustriñ e ker. E touez ar re-se, Bagad An Oriant. Goude bout bet c'hoariet get ar bagadig er c'hêriadenn kelt ha dirak Tavarn ar Roue Morvan, eo bet sonet get ar Bagad dirak ar memes tavarn dec'h tro 20e. Daoust d'ar glav eo bet tu dezhe pleustriñ holl assambles, dre ma 'z eo diaes dezhe en em vodiñ get o labour pe c'hoazh pellder o lec'h beviñ, a-raok kenstrivadeg bagadoù ar rummad kentañ. Er rummad kentañ eo bet Bagad An Oriant abaoe e grouidigezh mes diskennet eo bet en eil rummad e 2006 evit adpignat e 2011. Padal hiriv un nebeut eurvezhioù a-raok disoc'hoù n'int ket c'hoazh sur da chom er rummad kentañ daoust d'ar sonadeg startijennek ha propr o deus graet er Moustoir hiriv.

Tro ar Bagadig eo bet da c'hoari ivez, er pevare rummad ar mintin-mañ a-enep tri bagad arall.

An disoc'hoù a erruo tro 20h-21e noz-mañ.


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.