Skol-hañv 2012 aozet gant KEAV: un trede sizhunvezh staj e Lesneven, 26-31 a viz Eost

Communiqué de presse publié le 3/08/12 11:34 dans Langues de Bretagne par Cecilia Pierson pour Kuzul ar Brezhoneg
t:0

Skol-Hañv 2012 aozet gant KEAV (Kamp Keltiek ar Vrezhonegerion); bez' e vo un trede sizhunvezh staj ar bloaz-mañ e Lesneven e skol Labour-douar an IREO (hent Plouider) etre ar 26 hag an 31 a viz Eost.

Evel en holl stajoù savet gant KEAV, e vo kinniget d'an dud gwellaat o live yezh dre vevañ e brezhoneg penn da benn ar sizhun, en holl degouezhioù ar vuhez pemdez kenkoulz hag en obererezhioù liesseurt a vo kaset a-hed ar staj. Er sizhun staj-mañ ne vo ket savet a gentelioù renket dre o live. Pouezet e vo war an deskiñ dre ober : an eskemmoù etre ar stajidi a-hed an deiz, pe er strolladoù labour m'o-do lakaet o anvioù peotramant gant ar vrezhonegerien eus ar vro.

Tro a vo da gas ar gaoz gant brezhonegerien eus Bro-Leon hag a vo displeget ganto perzhioù dibar ar c'horn-mañ eus ar vro en ur vont da welout lec'hioù anavezet tro-dro da Lesneven : mirdi Lesneven, lec'h ma vo aozet ur c'hoari evit ar vugale, ha Meneham, ur vrav a gêriadenn gwechall war an aod, ha mirdi ar Vezhinaerien e Plougerne gant un droiad war ar c'horejoù, hag ar Folgoad displeget d'ar stajidi gant tud Mignoned ar Folgoad, hag, evel-just, un dro-velo dre ar vro Bagan, lakaet war-sav nevez zo, gant Ti ar Vro Lesneven.

En tu all eus an degouezhioù-se hag a vo boutin d'an holl stajidi e vo ivez prantadoù labour gouestlet d'ur roll temoù hag a vo goulennet digant ar stajidi choaz unan anezho : “brezhoneg er ger”, “ober anaoudegezh gant un embregerezh eus ar vro”, “bed ar vezhinaerien” hag “istor Lesneven hag an tro-war-droioù”.

Skipailhoù bihan a vo savet diouzh an temoù dibabet gant ar stajidi ma c'hellint eskemm pelloc'h ha labourat diwar an danvez o-do daspugnet e-kerzh an troioù dre ar vro pe dre eskemm gant ar vrezhonegerien eus ar c'hornad.

E-kerzh an troioù-se e c'hello pep skipailh stajidi sevel goulennoù, kemer poltredoù ha dastum peadra da labourat a-stroll evit sevel ur pennad rentañ-kont hag a vo presañtet d'ar stajidi all e fin ar sizhun.

Setu amañ da heul an temoù-labour a vo goulennet digant ar stajidi choaz unan anezho:

• Brezhoneg er gêr (gant Divskouarn)

• Darempredoù gant un embregerezh

• Darempredoù gant bezhinaerien Plougerne

• Istor Lesneven hag an tro-war-dro

Ur prantad staj : 250€ (Priz evit ar c'hentelioù, boued ha lojeiz)

Studierien ha tud dilabour : 220€

Evit en em enskrivañ pe kaout titouroù ouzhpenn:

Keav - 22 hent Mouliouen 29000 Kemper, pgz : 02 98 95 59 31

www.keav.org

keav@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.