Bleu Breizh Izel erlec'hiet gant RTL e gouelioù an Oriant

Point de vue publié le 31/07/12 13:23 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26879/26879_1.jpg

Gwin gwenn ar vro ebet, Keriadenn gengred ebet, ha Bleu Breizh izel ebet ...

Met petra a c'hoarvez ? Daou vloaz ' zo dija e oa gwin gwenn Bourdel serviijet er festival (marc'hadmatoc'h eget hini ar broduerien vihan Naoned kredapl, ha «sistem luzietoc'h eget hini sponsor ar festival», a oa bet respontet d'an dud o tiskouez e oant dipitet). Da c'houde' oa bet lavaret ne vefe ket mui eus Keriadenn gengred... ha bremañ ne vo ket heuliet ar festival gant France Bleu Breizh Izel met gant RTL. ( (voir le site) France Inter, radio servij publik, a zo bet skarzhet evit ur radio privez a ra arc'hant hag a ro arc'hant, anat deoc'h.

Ma doue, biskoazh kemend-all ! Dija, pediñ ur vro geltiek a zifenn ar galleg forzh pegement oa un dra, met aze, ma ne vefe ket Radio bro Gwened, petra a chomfe eus ar festival war gwagennoù ar vro ???


Vos commentaires :
alan bouteiller
Dimanche 22 décembre 2024
Ha neuze ? Petra zo fall barzh an afer-se ?
Brudetoc'h vo ar festival evel-se.Kalz muioc'h a dud vo tizhet evel-se. Piv a selaou RBG ? Nebeut-tre a dud ha skignañ a ra RTL war Breizh a-bezh 'm eus aon ( ha n'eo ket war pevar departamant evel veze graet gant Radio France dre RFBBI ha France Bleu Armorique).

Kantreour
Dimanche 22 décembre 2024
RFBI a zo nul hec'h abadennoù peurvuiañ. Evel Arvorik FM ha gwashoc'h c'hoazh Radio Bro-Gwened

Ne fell ket din lakaat an hu war an animatourion a ra pezh a c'hellont, ha pa vefent dindan ar stad pe er gennad kevredigezhel.
Pezh a fell din diskleriañ avat eo ne sealouan ket mui rak displijadur am bez re alies.
War bouez abadenn ar Sul d'ar sadorn da 18e ha d'ar sul da 9 eur war Arvorig FM. Seurt abadennoù n'eus ket e galleg... ha n'hell ket bezañ !


David ar Rouz
Dimanche 22 décembre 2024
Da gentañ, ne gomprenan ket diàr ar pennad-skrid-mañ ha RBG pe FBBI an hani eo a rae àr-dro ar gouelioù a-raok. Goût a ran e oa ag RBG àr al lec'h, met kevelour oa FBBI ivez ? Ha perak 'vehe an eil pe eben ha n'eo ket an eil hag eben ?
Da eil eh eus c'hoazh ag ar gêriadenn gengred, ma lennan mat àr lec'hienn ar Gouelioù. Dilec'hiet eo bet, met aze 'vo.

David ar Rouz
Dimanche 22 décembre 2024
Klevet ar mintin-mañ àr gwagennoù RBG : dilec'hiet 'vo ar studioioù d'an Oriant.

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?