Evit distro reizh hon tailhoù

Petition publié le 27/07/12 16:10 dans Politique par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/26/26846/26846_1.jpg

Embann a ra ar gouarnamant gall e vo skornet ar sammadoù postet d'ar strollegezhioù tiriad betek 2017. Hogen eo an arc'hant-se distro reizh hon tailhoù p'emañ Enez-Frañs o vont en tu kontrol dre laerezh darn vrasañ pinvidigezhioù ar rannvroioù hag an departamantoù evit ar bihanniver. Panevet ur frankiz arc'hantaouiñ ne vez tamm tu ebet da reiñ lusk hag intrudu ha da ziorren an implij.

Hervez skouer e sav kumuniezh emren Euskadi he zelloù, anezho 5 % kaset da Stad Spagn. Panevet kumuniezh emren Euskadi ha Bro Gatalonia ez afe falloc'h gant Spagn moarvat.

Dre ar sinadeg-mañ e tiskouezan kaout youl da sevel ouzh laeroñsi hon tailhoù.

(voir le site)


Vos commentaires :
Awelmor
Vendredi 15 novembre 2024
Labourat a ra ar c'hengred e-giz-se ba Bro-C'hall. Reiñ arc'hant evit diorren Enez Paris da gentañ. Ar Barizianed a gav an dra-se normal.
Da beta a servijfe leuskel ar vretoned merañ o arc'hant o-unan, pa vez meret evito gant pennoù-bras Paris dija.


Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 4 ?