Lanig al louarn, gant Jakez Riou ha strollad Mat ar jeu

Rapport publié le 26/07/12 16:49 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26832/26832_1.jpg
Bob Simon Anna Duval-Guennoc Yann-Edern Jourdan Pol Madeg
lanigallouarn.mp4

Ur strollad nevez evit un destenn adnevesaet dec'h e gouelioù Kerne

Chafod ur chanter war al leurenn. Ha tamm ha tamm e teu da vezañ kleud ar yer, toull al louarn, palez Roue Leon, stal ar c'higer... gant burzhudoù an teknik (ha tresadennoù brav bannet warnañ).

Sonerezh enrollet ha mouezhioù brav ar pevar aktour a cheñch kroc'hen ur bleiz evit hini ur c'hilog, pe c'hoazh hini al louarnez evit hini al leonez..

Ur brav a labour kaset gant ar strollad Mat ar jeu, nevez krouet gant Bob Simon ha Yann Edern. Teknikoù nevez ha levezon bras Ar Vro bagan a vez santet ingal.

Brav ivez an doare azasaat un destenn a oa ur gontadenn muioc'h eget ur pezh c'hoari, peogwir eo bet laosket a gostez an div drederenn eus oberenn Jakez Riou.

Fent Jakez Riou (ur skrivagner da adlenn, evit e fent, e dicherkerez, e c'hoant da lakaat an traoù da fiñval) a chom.

Lazhadeg ar yar a c'hell bezan kriz evit bugale vihan ha lazhadeg ar bleiz hag al louarn n'int ket gwelet. Koulskoude eo kastizet al louarn fin,met ijinet eo bet gant ur strollad un echumant disheñvel diouzh hini skrivagner «Nomenoe», «Gorsedd digor», pe c'hoazh «An dogan».

Dilhad brav treset gant Anna Duval-Guennoc, c'hoari leun a startijenn an holl aktourien a ra eus ar pezh c'hoari-mañ un oberenn evit ar re vras hag ar re vihan adalek 6 vloaz. C'hoariet o deus dek gwech e Breizh, ha gallout a reer pediñ anezho.

Ha labour ur skipailh bras eo : Pascal Cariou, Denez Abernot, ALlah's kanañ, ... a zo deuet da skoazell ha da reiñ un tammad eus o barregezhioù evit pinvidikaat ar pezh.

O chomlec'h :madarjeu.bzh@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?