Per-Vari Kerloc'h, drouiz meur

Discours publié le 16/07/12 11:27 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26749/26749_1.jpg
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. E kreizenn ar Kelc’h mein : Penri Roberts Drouizh eus Bro Gembre ; Per-Vari Kerloc’h Drouiz Meur Breizh ha Mick Paynter Barzh Meur Kerne Veur a zigor al lid - gant avel met hep glav.
https://abp.bzh/thumbs/26/26749/26749_2.jpg
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Drouized er kelc’h mein.
https://abp.bzh/thumbs/26/26749/26749_3.jpg
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Dasparzhadur an uhelvar d’an oll a vo o kregiñ.
https://abp.bzh/thumbs/26/26749/26749_4.jpg
Gorsedd Digor. An Arzhanaou d'ar 15 a viz Gouere 2012. Goude al lid eus kleiz da zehou : Penri Roberts ; Per-Vari Kerloc’h ; Mona Cousquer e karg an darempredoù etrekeltiek ; Bernard Cousquer teñzorour Goursezh Breizh ; Mick Paynter Barzh Meur Kerne Veur ha Maureen Fuller ar Barzhezh Meur da zont.
druizhmeuru.mp4, druizhmeurd.mp4

Ur brezegenn sklaer ha brav, simpl ha gwir

Piv en dije kredet e oa aegelc'h ur Gorsedd e 2012 un dra maez ar jeu, maez ar gevredigezh ? Den e touez ar vrezhonegerien a gomprene mat ster ar brezegenn hir graet gant an drouiz meur, Per-Vari Kerloc'h, pedet gantañ drouized Kerne ha Kembre. Politikerezh bro C'hall, Yann-Erwan An Drian, Marine Le Pen... Taolioù bazh d'ur bern ha gourc'hemennoù da re all : re ar redadeg, re ar skol veur, re o deus stourmet evit frankiz mab den ha gwirioù ur yezh wallgaset ha tamallet : ar brezhoneg.

Muioc'h a fotoioù : (voir notre article)


Vos commentaires :
Patrick Chevin
Dimanche 22 décembre 2024
DrouiZ. Ho trugarelaad!

anonyme écoeuré
Dimanche 22 décembre 2024
«Termaji, termaji !» a huche ar vugale en ur heuliañ tolpadoù sonerion ar «Fêtes folkloriques» àr-dro 1920. Pezh hon eus dober hiniv an deiz ? bamiñ douzh an druizhed (sic). Truezus ha mezhus.

Voilà la Bretagne revenue à son état naturel : spectacles à gogo, pittoresque garanti, langue symbolique, gugusses auxquels la presse sert complaisamment la soupe, aucune amélioration depuis «Gorsez digor». Que tout ça crève le plus vite possible, ce sera le mieux.


Franseza
Dimanche 22 décembre 2024
Na pegen domaj eo (hag hegasuz ive) e vefe eur plah o vouskomz dizehan nepell diouz mikro ar c'hamera e-pad eil lodenn prezegenn an drouiz meur !
A-hend all e kavan ez eo eur brezegenn a-zoare, daoust d'ar pez e-neus skrivet ar c'haher-diêz a-zioc'h.
Kendalhit gand ho labour ha digasit deomp videoiou all.

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?