Lazhadeg, gant Maxime Chattam, ur romant polis skrij nevez

Présentation de livre publié le 12/07/12 21:29 dans Cultures par Hor Yezh Mouladurioù pour Mouladurioù Hor Yezh
t:0

Lazhadeg, gant Maxime Chattam, ur romant polis skrij nevez-flamm embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Troet e brezhoneg gant Olivier Le Biguet.

Aze emañ holl liseidi Village Academy.

Un toullad munutennoù c'hoazh a-raok ar c'hentelioù. En o zouez, ur c'hrennard, ur sac'h-kein digor e-harz e dreid.

Goustad e sav hemañ un arm war-du e gamaladed hag e kloz ar c'hargerioù en e c'hodelloù. Poent eo kregiñ gant al lazhadeg...

Buan ec'h erru an enseller Lamar Gallineo war al lec'h. Kavout a ra korf ar muntrer : en em lazhet eo.

Trumm e vo kresk d'an afer. Rak lazhadegoù all a c'hoarvez e liseoù all.

Bewech, an hevelep doare. Digomprenus.

Eus liseoù New York betek ribouloù ar metro, e klasko Lamar reiñ un termen d'ar c'hleñved-red-se.

Arabat krediñ ar pezh a weler avat. Morse.

106 p. ; 11 x 18 cm ; 8 €

ISBN : 978-2-86863-163-3


Vos commentaires :
Mardi 21 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.