il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2663.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Emgann-Mouvement de la Gauche Indépendantiste BP 70215 22202 Gwengamp cedex. (voir le site)

Broad war-sav pe rann-vro dindan yew ?

Kinniget eo bet n'eus ket pell zo e arouez nevez gant an ensavadur gall a vez graet kuzul rann-vro Breizh anezhañ . Evel kalzik bretoned e soñj deomp e vefe bet gwelloc'h dispign en ur mod all an arc'hant postet evit-se. Gant arc'hant ar vretoned e vije bet, da skouer, renevezet evel a vez gleet al lise brezhonek nemetañ a zo e Breizh, e Karaez (Lise Diwan), pa rank an implijidi, liseidi ha kelennerien kenderc'hel da labourat en un ti brein, en despet da bromesaoù prezidant ar rann-vro, an Drian, pe c'hoazh divyezhekaat al linnennoù hent houarn e giz ma vez goulennet gant lod.

N'eus forzh penaos ne vo morse an arouez-se hini pobl Vreizh, ha tonket eo evel an hini kozh da vont diwar wel.

Evel m'eo bet lavaret gant meur a hini e-kerz manifestadeg Sant-Nazer evit unvaniezh ar vro d'ar 1añ a viz Here, bez ez eus ur vroad ac'hanomp, eus Brest da gKlisun. D'an deiz-se hag evel e kalz manifestadegoù ha bodadegoù a bep seurt e oa bannieloù Gwenn-ha-du e-leizh.

Klotañ a ra an arouez nevez, hag abeg a c'haller kavout d'e dresadenn evelato, gant an diouer a youl a vez diskouezet gant dilennidi ar c'huzul rann-vro evit tizhout ensavadurioù a-seurt da wareziñ gwirioù broadel ar Vretoned. Strakal a c'hallfe ober ar Gwenn-ha-du kement ha ma ra bannieloù an Denmark, al Lituani pe ar Slovaki (evit ober anv anezho hepken, broadoù damheñvel o ment pe o foblañs ouzh ouzh re Breizh). Arouez ur broviñs (ur ger latin a dalvez"bro bet trec'het"), ur broviñs dindan yew he mistri e Pariz an hini eo, pa zo dalc'hmat eus ar Gwenn-ha-du hini ur vroad o'n em sevel, war hent he frankiz, hag hounnezh e kendalc'himp da zougen uhel er manifestadegoù ha bodadegoù e kemeromp perzh enno, evel stourmerien evit dieubidigezh Pobl Vreizh.

E anv Emgann : Jan Mai Salomon. (d'an 12 a viz here 2005)


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.