Difennet eo bet pe difennet zo bet ?

Rapport publié le 24/06/12 21:47 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
yannglised.mp4

Ampart eo an dud tro dro d'an daol, kelennerien, skrivagnerien, difazierien ... Ne vern, desket e vez traoù atav. N'eo ket ken anat-se gouzout ar pezh a zo a-dreuz e-barzh ar 143 frazenn o deus da studiañ. Dre chañs e vez kontet bewech gant Yann istorioù fentus liammet gant ar poent yezhadur.

«Difennet 'zo bet» a dalv eo bet difennet gant unan bennak. «Ijin'ta» a vez lavaret re alies gant an dud : «soñj'ta» a zo kalz gwelloc'h.

Implijet e vez re alies «deus» evit «eus». Hag «a-benn» mesket gant «evit»... Ha «boutin» gant «ordin».

Ha gourel pe benel eo ar ger «tra» ? Lavaret e vez «daou dra», met «un dra vat». «Avel vras», ha «pevar avel», «amzer vrav» ha «pevar amzer». Ma doue, pegen diaes eo ...

Ha Yann da bouezañ war sonerezh ar yezh gant Anjel Jacq. Ur skrivagner Bro Alamagn a lâre ne c'helle ket ur yezh bevañ hep e sonerezh, «ene ar yezh» ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 1 ?